http://www.arvorigfm.com/index.php?vrs=Tunnel
Arvorig FM War eeun

KELEIER

Un allig c'hoazh. Open the border.

 Open the border eo anv film diwezhañ Gwengolo Filmoù. Sevenet eo bet ar film-manñ gant Mikael Baudu, kont 'ra istor Saif,Tarik ha Sévé. Kurded Yezidi a vro irak, o deus ranket terc'hout kuit eus o bro abalamour ma oa taget o c'heriadenn gant Daesh. Pedet eo bet Tarik ha Saif e Breizh gant Mikael Baudu evit kinnig ar film er vro ha deuet e oant betek Arvorig FM da gaozeal ganeomp. Gant Briag.

selaou

Deomp Dezhi. Enez al legumaj.

Ur wech e oa un enez vrav e Breizh.
Pinvidik-mor a oa an dud. Douar-mat o doa da labourat. Arc’hant bras a c’hounnezent o werzhañ legumajoù.
Un devezh e voe aloubet an enezenn gant konifled (lapined). Debret al legumaj ha rivinet an dud. Petra ober ? Kinnig mil pezh aour d’an neb a gasfe ar c’honifled kuit. Dont a reas ur sonerez fleüt ha sachañ war-he-lerc’h al loened er-maez eus an enezenn. Setu o legumaj o tiwan adarre hag an dud deuet da vezañ pinvidik en-dro. Ur pennad war-lerc’h setu ar sonerez fleüt o tont war he c’hiz da c’houlenn he gopr...
Ha setu Enez al legumaj kinniget hiziv gant skolidi ar Priñs Bihan eus Plougerne.

Gant Karolina

selaou

An diskouarn o nijal. Erwan Chartier

Gant Emile Kloareg, maer Plouyann, e oa bet adlañset an teatr e brezhoneg e dibenn an 19vet kantved. Ul levr 'zo nevez savet diwar e benn gant Patrick Gourlay evel vo displeget gant Erwan Chartier, rener an embann e ti Coop Breizh.

Gant Herve.

selaou

Un allig c'hoazh! La caminata

La Caminata a zo ur c’henlabour etre div gumpagnuniezh : La Obra hag an Andamio Teatro Raro deus Bro Gwatemala. Daou arzour gwatemaltiz zo erruet e Breizh e fin miz Here : Luis Carlos Pineda, leurenner ha Ruben Avila, komedian.
Labourat a reont a-gevret war dem an treuzvroañ.

Gant Karolina

selaou

Un allig c'hoazh! ispisiri Sant Riwal

Anais Lohmann zo o labourat e ispisiri Sant Riwall abaoe an hañv man.
Setu un welladenn eus al lerc'h hag un tanvañ eus ar produioù gwerzhet eno gantiñ.

Gant Briag

selaou

An diskouarn o nijal. Jean Jacques Tanguy

 'benn miz genver e vo votadeg er poellgorioù-pesketa e pep departamant ar vro. Gant Jean-Jacques Tanguy, prezidant poellgor Penn-ar-Bed e vo graet ur sell war gil ouzh e resped 5 bloaz hag ouzh an amzer da zont ar pesketaerezh e Breizh.

Gant Herve.

selaou

Un allig c'hoazh! Fungirri

Ar fungirri e Brest.

Josia a zo chom e-tal da arsav-lec'h Jean Moulin en du kleiz d'ar Pennfeld. Kas a raio Briag hag Ifig d'he heul evit implijout ar fungirri evit ar wech kentañ ha dizioloiñ atalieroù ar gapusined. Un estamm!

selaou

Deomp Dezhi. Pesketań & Halloween

Gant Gwenn e vo kontet e zevezh staj peskentañ e Sizun. Ha hend all e vo kaoz ivez eus Halloween.

selaou

Un allig c'hoazh! Bleunioł sivi

Gant Anne-Marie Soubigou ha Claude ar Gall e vo kontet deomp istor kelc'h keltiek Plougastell-Daoulaz a lid e 70 deiz ha bloaz ar bloaz-mañ.

selaou

An diskouarn o nijal. Dom Duff

K’kwll eo anv c’hwec’hvet  pladenn Dom Duff. Gant al lizherenn K barennet e krog kement titl a ya d’ober anezhi.

Gant Herve.

selaou

An diskouarn o nijal. Gouel al Levrioł e Karaez

Kelaouadenn e Gouel al Levrioù e Karaez . Iwerzhon oa lakaet war-wel hevlene gant kantvet deiz-ha-bloaz  an Emsavadeg e1916.

Gant Herve.

selaou

An diskouarn o nijal. Valgori.

Gant Brieg Guerveno 'zo savet un album nevez: "Valgori" e anv. Un album vintage lec'h m'eo mesket rock progressif ha metal! Enrollet gant Erwan Blanchard.

selaou

Deomp Dezhi.

Bet eo bet skolidi Ploueskad e Gwineventer oc'h ober anaouedegezh gant Celestin hag e gazeg Feroe.

selaou

An diskouarn o nijal. Yann Tiersen

"Eusa" eo anv an navet pladenn gant Yann Tiersen. Aozet ouzh ar piano e stumm ur gartenn-sonerezh eus an enezenn.

Un abadenn kinniget gant Herve.

selaou

Un allig c'hoazh! C'hwi a gano

Un abadenn kinniget gant Talwyn.

selaou

An diskouarn o nijal. Bel air de forro.

Bel Air de Forro, ur strollad nevez krouet gant sonerien eus Breizh ha Brazil. Gant Mariana Caetano a gan, Marcelo Costa ouzh an taboulinoù hag Yann ar C'horr gant an akordeoñs.

Klevet 'vo Yann ar C'horr ouzh mikro Herve.

selaou

An diskouarn o nijal. Chagall.

Kit da heul Herve ha Fañch Vignault, kelenner arzoù kaer, 'barzh diskouezadeg Marc Chagall er gapusined e Landerne.

selaou

An diskouarn o nijal. Bernez Tangi

Montroulez. Evel gwenan e tro ur strobad tud yaouank (Kelig, Anna, Madalen, Pêr, Glaoda) en-dro d’an Ti Kozh, un ostaleri e kreiz-kêr. Sot da stagañ int holl e gwirionez, o heuliañ froud o yaouankiz.
Ne vo ket heñvel an traoù evit Fantig, avat. Donoc’h-donañ e sanko e bed ar follentez.
1973: romant ar bloavezhioù dek ha tri-ugent livet e doare ur gronikenn gant Bernez Tangi.

Un abadenn kinniget gant Herve.

ecouter

Un allig c'hoazh! Deiz-ha-bloaz Diwan Plab

20 vloaz skol Diwan Plabenneg, 40 vloaz Kroaz Hent hag 20 vloaz Peraket lidet e Plabenneg d' ar 14 a viz mae. Klevet 'vo aozerien kevredigezhioù a zo 'barzh ar jeu met ivez skolidi kozh skol Diwan Plabenneg hag ar skolidi a zo er skol hiziv an deiz.

Un abadenn kinniget gant Talwyn.

ecouter

An diskouarn o nijal. Paper Lanterns

Paper Lanterns: sed aze titl pladenn ziwezhañ Pascal Lamour, eletro-sahaman ha Ffran May, kanerez eus Bro Gembre deuet da vezañ e Breizh pell zo.

An diskouarn o nijal. Kampionad Europa Gouren.

Darvourd meur ar  gouren a vo 'bazh an Arena e  Brest etre an 20 hag an 23 a viz Ebrel. Lena Penober ha Gerald Brunou ouzh mikro Erwan. 

Un allig c'hoazh! Gouelit ma daoulagad

Brezel pevarzek, ar brezel bras kanet gant ar c'haner brudet
Gant fleütoù diniver Sylvain Barou e krog an abadenn. Fotoioù gwenn ha du o tont eus un dastumadeg poltridi roet da Yann Fanch gant un den a zo aze er sal a zo bannet war dri skramm.
Kuitaat ar vro, ar vicher peisant, an tri bugel evit bout drailhet e Reter bro C'hall, er pri hag er vouilhenn. Dre ma oa bet dichek gant e gaporal e oa bet rediet Sulian da vont d'an toullbac'h, a-raok mont da vagn Bougy en Aljeri. Un ifern all benn ar fin, e lec'h oa bet lakaet e anv, ur wech marv, evel "non mort pour la France".
 Un abadenn savet ha kinniget gant Yann Fañch Kemener.

Un allig c'hoazh! Gwarez Filmoł Breizh

Mevena Guillouzig Gouret ouzh mikro Ifig da gaozeal diwar benn Gwarez Filmom Breizh a lido ha zregonvet deiz ha bloaz ar bloaz-mañ.

Selaou an abadenn

Un allig c'hoazh! Heol Gor

Graet vo ananaouedegezh gant Janlug er Mouel, kaner ar strollad Dañs er Jeko a zo bet ivez 'bazh Kreiz Breizh Akademi 5 .Selaouet vo sonerezh diwar pladenn Heol Gor.

Selaou an abadenn

Un allig c'hoazh! Ikoig

Kilhog, logod, saout, deñved...

Gant ar berzh he deus graet o fladenn gentañ Ratata, 'lâr ma c'hazh!, setu Katell ha Fred en-dro o kenderc'hel war ar memes hent gant o daou bal: kas ar brezhoneg war-raok ha plantañ al liesyezhegezh en hon divskouarn. A-bep seurt loened a vo klevet anv dioute amañ e peder yezh: brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg. En eostad nevez-mañ ez eus peadra da selaou ha da zañsal, mui rimadelloù ha tonioù da luskellad. En holl anezho hor bo tro da ambroug ar vugale bras ha bihan davet o bed burzhudus.

Katell Kloareg a gan en he yezhoù-mamm gant Fred Boudineau, gitarour, sonaozer ha kempenner en he c'hichen er bladenn hag er vuhez.

An tresadennoù a zo eus pluenn Ronan Hervé.

Un abadenn kinniget gant Ifig.

Selaou an abadenn

An diskouarn o nijal. N'eus ket a garantez eürus.

E penn kentañ an ugentvet kantved, e-touez bezinerien ar vro Bagan, ne vefe ket bet anv eus istorioù karantez etre paotred. Bezañ e oa koulskoude, hep mar na marteze.

Ar soñj en deus bet Goulc'han Kervella da gontañ deomp buhez daou zen yaouank, Jaig ha Franz, e 1914, tro-dro da enez Molenez. Deuet eo a-benn ar skrivagner, gant e bluenn skañv, da ziskouez penaos eo bleuniet ur gwir karantez etrezo, bet diframmet goude gant ar Brezel Bras dre ma 'z eo an abeg d'an disparti etre an daou gariad... Daoust hag eñv e teuio Franz en-dro ? Peseurt dazont evit ur garantez etre daou baotr ?

Setu ul levr a lakao kalon Yann-lenner da dridal...

Gant Skol Vreizh.

Un abadenn kinniget gant Herve.

Un allig c'hoazh! Marc Didou.

Marc Didou, Juste une ilusion: sed aze an diskouezadeg nevez a zo er mare-mañ e Palier Roc'han e Landerne. Ul lec'h nevez ha pouezus evit ar sevenadur e Landerne, gouestlet d'an arz a-vremañ. Mont a raimp da welet an diskouezadeg gant Solange Kloareg.

Selaou an abadenn.

An diskouarn o nijal. Rozenn Milin

Nevez skrivet zo bet ul levr gant Rozenn Milin : "Questions d'identité, pourquoi et comment être breton" embannet gant Bo Travail.

Selaouit anezhi ozh mikro Herve.

Un allig c'hoazh. Sausalito.

Deuet eo yann Raoul eus ar Morbihan betek Arvorig FM da ginnig e bladenn ziwezhañ deomp: Sausalito.

Un abadenn kinniget gant Karolina.

An diskouarn o nijal. Dilennadegoł Rannvro

Dilennadegoù Rannvro. Breutadeg  Landerne

Gant Charlotte BLEUNVEN (Breizh o stourm), Mona BRAS (Breizh gant Jean Yves Le Drian), Mael GRAIGNIC (Hor chañs,Breizh Dizalc'h), Andre LAVANANT (Breizh evel just), Herve GUELOU (Choaz Breizh, LR/UDI, Yann Fanch KERNEiS (Un hent all evit Breizh, EELV).

Un abadenn kinniget gant Herve.

Un allig c'hoazh. Numeribulle

Numeribulle a zo un ti embann yapuank staliet e Brest. Ganto e vez embannet evit ar vugale. Hiziv emaomp gant Maiwenn Morvan a skriv istorioù evit Numeribulle.

Un abadenn kinniget gant Karolina.

An diskouarn o nijal. Alan Stivell

Pladenn ziwezhañ Alan Stivell "Amzer". Un abadenn kinniget gant Herve.

5očme anniversaire d'Ar Vro Bagan (copie)

50 vet deiz ha bloaz Strollad ar Vro Bagan. Klevet 'vo  Goulc'han Kervella, Maryvonne Berthou ha Dede Ollivier ouzh mikro Herve.

Un allig c'hoazh. Oinon Jack Tour.

"Oinon Jack Tour" kiinniget gant ur Jonig, Jean-Marie Balanant.

Un abadenn gant Ifig.

Deomp Dezhi .The gougout girls

Fin an hañv oa bet degemeret gant Ifig strollad "the gougout girls" deuet da gaozeal eus o vakansoù. Klevet 'vo Maelen, Lize, Laouen hag Anna.

Anna Guennog Duval & le Bel Espoir

Gant Anna Duval Guennog e vimp, Deuet e oa da gaozeal eus he beaj graet e bourzh "Le Bel Espoir"

Un abadenn kinniget gant Herve.

JAZZ

Un dibab a donioù Jazz graet gant Alan: Art Blakey & The Jazz Messengers.


Envoyer cette rubrique ą un ami