Ur radio yaouank c'hoazh!
E 1998 eo bet savet e Kommanna. Abaoe 2005 emañ staliet e Landerne.
Ur radio lec'hel.
Bezañ "mouezh" Bro Leon eo pal Arvorig FM. En ur vont davet Leoniz ha reiñ ar gaoz dezho war kement tra a ya d'ober o femdez ha buhez ar vro.
Ur radio e brezhoneg.
Koulz hini ar vugale hag hini ar re gozh. Hini an envorennoù hag hini an dazont. Ur yezh da lavaret ur vro hag ar bed.