http://www.arvorigfm.com/index.php?vrs=tunnel
Arvorig FM War eeun

KELEIER

An divskouarn o nijal! Liamm an douar.

Liamm an douar a zo ur gevredigezh a glask mirout an douar labour gant ar beizanted ha staliañ re yaouank a-benn reiñ buhez en-dro war ar maezioù. Jean- Lou an Intañv , unan eus ar verourien, a gont oberiantizhoù ar gevredigezh war an dachenn. Emañ ouzh mikro Reun.

selaou

Trouz er gêr. Krank Du

PEMP  SEIZH  PEMP.


Diskouezadeg luc'hskeudennoù hag haiku savet gant Mathieu le Guern pe c'hoazh Krank Du a zo da gaout en Armorica Plougerne betek fin miz Geñver.
Gant Karolina

selaou

Deomp Dezhi. KANevedenn

Ruz 'zo imoret fall, gant Melen ha Glaz e vo krouet al liv gwer evit sioulaat anezhañ. Glaz 'o lenvañ forzh pegement, Melen ha Ruz zo o vont da grouiñ un orañjez brav 'vit sec'hiñ he daeloù. Melen 'zo dirollet betek re. Eürusamant Glaz ha Ruz zo amañ 'vit lakaat anezhañ da en em greizennañ. A-daol trum e teu an AON ! Hag an Du hag ar Gwenn etre tout-se...

selaou

Trouz er gêr. Ildys & Skol Diwan Gwitalmeze

A-raok vakansoù Nedeleg z'eus bet aozet gant diazezadur "Ildys" un devezh etre remziadoù. Pedet z eus bet tud tost d'ar skol da zont d'ar skol da c'hoari gant ar skolidi.

Gant Karolina

selaou

Trouz er gêr. Klaris Lavant.

"De Kerouze à Ouessant", 11vet pladenn ar ganerez a-orin eus Montroulez Klaris Lavanant. Un dibab a ganouennoù gant kanerien Breizh a zo hag ivez teir c'hanouenn skrivet ganti.

Gant Karolina

selaou

Trouz er gêr. Ar garenn.

Gant Julien Marzin 'vo kinniget deomp un dibab eus ar sonadegoù a vo er garenn e Brest 'pad an diskar-amzer.

Gant Karolina

selaou

Kanomp Laouen! Kan ar bed.

 "Kan ar Bed : ur veaj war gan tro-dro d'ar bed" : eur gontadenn gand meur a ganaouennou enni, embannet gand Bannou-Heol ha kinniget gant Alan.

selaou

An diskouarn o nijal! Park an Arvorig

Eman Park an Arvorig o lidan e 50 vloaz ar bloaz-man, digarez da aozan a bep seurt abadennou e-doug ar bloavezh, dreist-holl e-pad dibenn-sizhun diwezhan miz Gwengolo. Setu pezh a gont deomp teir implijadez eus ar Park, goude un distro war istor ar Park. Emaint ouzh mikro Reun.

selaou

Trouz er gêr. Meneham, toute une histoire!

Dre 6 arvestig 'vez kontet istor keriadenn Meneham e Kerlouan, adalek an 18vet kantved betek an deiz ha hiziv. E meur a lec'h eus ar geriadenn e tremen an abadenn, a laka tud ar publik da gemer perzh.

Kinniget gant Karolina

selaou

An diskouarn o nijal! Maria Desbordes

Gant ur bern raktresoù emañ ar vusisianez yaouank Maria Desbordes. E miz Genver 'neus labouret gant bugale skol Diwan Landerne evit sevel un abadenn a vo kinniget 'benn miz Even da geñver 33 bloaz ar skol… Kemeret 'neus perzh 'ba sevel album nevez he dousig Carlos Soto (Celtas Cortos). Abaoe bloavezhioù emañ 'ba Kastilha o chom, chouk Valladolid. War an holl sujedoù 'mañ 'neus lakaet ar gaoz al landerneadez a orin gant Erwan Blanchard.

selaou

An diskouarn o nijal! ISblue gant Anna-Vari Treger

"ISblue" eo ar "Graduate school" kentañ gouestlet d'ar mor 'ba Bro-C'hall… Staliet 'vo 'ba Skol-Veur Brest. Gant gouarnamant Frañs 'zo ur c'hoant sevel seurt skolioù arbenniget war an enklask 'bar skolioù-meur. Dibabet eo bet ar raktres kaset gant an UBO ha Skol-Veur ar c'hreisteiz gant ur jury etrevroadell diwar 190 doser kinniget da geñver ur Programm da bostañ arc'hant 'vit an Dazont…: muioc'h 'vit 11 million a euroioù 'vit an dek vloaz o tont. Stummadurioù live Master ha Doktorelezh arbenniget tre 'vo prientet gant studierien c'hallo dont eus ar bed a-bezh. Anna-Vari Treger 'neus kaset ar raktres da benn 'neus displeget muioc'h da Erwan Blanchard.

selaou

An diskouarn o nijal! Juliette Roger

Abaoe miz Gwengolo e vez skignet filmoù berr war Brezhoweb… filmoù diwar-benn ar vro hag he sevenadur hag a zo anvet Tuto Breizh. Kinniget eo an abadenn gant  plac'h yaouank, Juliette Roger hec'h anv, desket brezhoneg ganti gant Stumdi 'ba Brest nevez 'zo goude bout kaset studioù war ar c'hazetenniñ 'ba IUT Lannuon. Pezh 'zo dreistordinal gant Juliette eo e teu eus Barselona araok bout bet savet 'ba Lisboa… Ar gazetennerez yaouank 'noa ket klevet komz brezhoneg gwech ebet araok en em gavout 'ba Breizh… Un emgav gant Erwan Blanchard.

selaou

Trouz er gêr. Ti ar c'hoadoù.

Ti ar c'hoadoù a zo ul lec'h degemer tud, strolladoù pe klasadoù bugale a-benn mont e darempred gant an natur tro-dro. Bod ha boued a zo da gaout er greizenn a zo er Chapel-Nevez, etre koad Beffou ha koad an noz, chouchet etre ar c'hleuzioù. Ul lec'h graet evit emskiantaat war an natur hag an endro. Klevet 'vo Rozenn an Dreo, renerezh ar greizenn, Awenn Gwennog, skolaerez skol Sant-Per Plougastell-Daoulaz hag ar skolidi ouzh mikro Edern.

selaou

An diskouarn o nijal! Penndevezh studi "Ar Brezel bras e brezhoneg"

Penndevezh studi "Ar Brezel bras e brezhoneg"  'vo aozet 'benn ar 14 a viz Du 'ba Skol-Veur Roazhon: kinniget eo deomp gant Erwan Hupel, mestr-prezegenner hag aozet gant  rann Brezhoneg ha Keltiek er CRBC.Prezegennoù gant Daniel Carré, Gwendal Denez, Joseph Martin, Herve Peaudecerf ha Yann Verney . Lennadennoù gant studierezed ha studierien kevrenn ar Brezhoneg hag ar C’heltieg.
Gant Erwan Blanchard

selaou

An diskouarn o nijal! Où va la Bretagne?


"Da belec'h ya Breizh" pe "Où va la Bretagne" setu tilt ul levr emañ Skol Vreizh o paouez embann. Savet eo gant Yves Lebahy ha Jean-Claude ar Ruyet. Un dielfennadenn eo eus ar pezh eo Breizh an deiz a hudu hag ur soñj eus ar pezh e teuio da vezañ ma gendalc'h ar Vretoned da vont gant ar memes hent hag hiriv… Lakaat a ra o daou skrivagner ar gaoz war an ekonomiezh 'ba Breizh, ar politikerezh ar sevenadur ha kement 'zo… Gant Jean-Claude ar Ruyet ha Paolig Kombod, prezidant Skol Vreizh, ouzh mikro Erwan Blanchard.

selaou

An diskouarn o nijal! Aquarius

Ur bouchad manifestadegoù 'vit souten an Aquarius 'zo bet en Europa e-kreiz miz Here. Manifestadegoù 'vit goulenn groñs gant gouarnamantoù Europa 'vefe roet ur banniel d'ar vag 'ya da sikour ha dastum repuidi aet kuit eus Libia e-bourzh bigi bihan. Ur bern anezho 'ra peñse 'bar mor Kreizdouarel ha ganto tadoù, mammoù ha bugale. Betek-henn 'c'halle an Aquarius mont war vor met tennet eo bet digant Panama ar banniel ret 'vit gellout en ober. Klevet 'vo soñj Jean Branellec 'zo ezel eus kuzul merañ MSF (Médecins sans frontières) a labour stank gant SOS Mediterannée 'zo perc'henn an Aquarius. Gant Erwan Blanchard.

selaou

An diskouarn o nijal! "Bak ha bevred e brezhoneg"

Tremen an arnodennoù en brezhoneg ar muiañ posubl eo ar goulenn 'zo savet ar c'hevredigezhioù Bak e brezhoneg ha Breved e brezhoneg. E miz Even 'oa tremenet an arnodenn matematik gant 15 lisead en brezhoneg hep kaout an aotre. Kement all 'oa graet gant 60 skolajiad da geñver an arnodenn SVD evit ar breved. Gant Gwen Danigo, Gilles Killevere, Lena Coussement ha Valérie ar Gall ouzh mikro Erwan Blanchard.


selaou

An diskouarn o nijal! Arvorig FM

Anavezout a rit Arvorig FM, ur radio eo sur deoc'h! Evit lakaat anezhañ da vont en-dro eo meret gant ur gevredigezh savet gant tud a youl vat! Un tamm sell war hor radio muiañ karet gant Yann-Fañch Kerneiz, Annabelle Rougier, Serj an Uede ha Reun Treger. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

selaou

An diskouarn o nijal! "Nevezentioù 'zo gant War Raok Gwengamp!"

Brasaet eo bet Sportva Roudourou e-kerzh an hañv. Digoret eo ar greizenn bleustriñ 'ba Pabu evit ar c'hoarierien a-vicher: Pro Park. Deomp d'ober un tamm tro da Roudourou ha da Bro Park gant Jean-Yves Philippe, an tisavour eus Sant-Konan (22), 'neus soñjet ha treset ar sportva hag kreizenn sport klub melldroad gwellañ ar bed. Reportaj gant Erwan Blanchard.

selaou

Trouz er gêr. Touellwel.

Ar bladenn-mañ eo disoc'h meur a vloavezh mignoniezh ha kenlabour etre ar soner boest an diaoul Tangi Ar Gall-Carré hag ar gitarour Erwan Moal. Ar bladenn nevez-mañ, warni tonioù nevez-flamm bet sonaozet ganto zo bet produet adarre gant Yann Peliet (Paker Prod). An daou soner o deus bet c'hoant da lakaat sonerien all da gemer perzh en o raktres. An album nevez-mañ , youloù entanet ennañ, a lak war-wel personelezh daou arzour e barr o ampartiz.
Tangi le Gall-Carré ouzh mikro Karolina

selaou

Trouz er gêr. KANevedenn

Ruz 'zo imoret fall, gant Melen ha Glaz e vo krouet al liv gwer evit sioulaat anezhañ. Glaz 'o lenvañ forzh pegement, Melen ha Ruz zo o vont da grouiñ un orañjez brav 'vit sec'hiñ he daeloù. Melen 'zo dirollet betek re. Eürusamant Glaz ha Ruz zo amañ 'vit lakaat anezhañ da en em greizennañ. A-daol trum e teu an AON ! Hag an Du hag ar Gwenn etre tout-se...

Klevet 'vo Marion Gwenn ha Katell Kloareg ouzh mikro Ifig.


selaou

An diskouarn o nijal! "Kirri-samm lojañ"

E fi miz Mae 'oa embannet reolennoù nevez da gontroliñ an otoioù gant Unanviezh Europa. Pell strishoc'h 'vo ar reolennoù adalek bremañ ha kontrolet 'vo muioc'h an otoioù. Paket eo an dud a vev 'ba o c'hirri-samm kempennet ganto a-benn bevañ enno. Evit kenderc'hel d'en ober rankfont lakaat da cheñch statut d'o c'harr-samm ha kas 'nezhañ da vezañ anavezet 'giz ur c'hamping-karr ha n'eo ket 'vel un oto ken.
Klevet e vo Lili Berrou hag Edern Madeg 'zo o chom 'ba ur gamionetenn. Displeget 'neunt da Erwan Blanchard o dibab bevañ mod all hag an diaesamantoù a degaso ar c'hontrol teknik nevez.

selaou

Un allig c'hoazh! Ti ar medisin

Emañ an aotrou Gwion Berrou, doktor-medisin, o tigemer tud klañv en e di.
Klevet a reer anezho o komz kenetrezo en ur c’hedal o zro. O gwelet a reer pep hini d’e dro gant ar medisin. Ganig Keruhella, ur medisin war e leve a zo deuet ivez da gaout an aotrou Berrou. Ur mignon kozh dezhañ hag en doa kuitaet ar vicher evit sevel ur strollad c’hoariva brezhoneg. Ha marvailhoù ganto o daou diwar-benn medisinerezh ha diwarbenn
ar pezhioù o doa c’hoariet asambles en o yaouankiz. Pezhioù-c’hoari o tennañ d’ar c’hleñvejoù ha d’ar vedisined, just awalc’h. Neuze e vez gwelet a bep eil pennadoù eus ar pezhioù-c’hoari-se.
Tammoù pezh c’hoariet :
    •    Ar medisin en desped dezhañ (krennamzer),
    •    Kamm ki pa gar (Molière, 1670),
    •    Knock (Jules Romain, 1920),
    •    Kleñved an Tougn (Jarl Priel, 1950)

selaou

An diskouarn o nijal! C'hwi a gano.

Eil rummad ar filmoù berr "C'hwi a gano" 'zo bet filmet e-kerzh an hañv gant skipailh Justine Morvan ha Perrine Bleunven. 'Benn penn kentañ ar bloaz o tont c'hallimp heuliañ troioù kaer Anna 'bal lise "An nor digor". Peseurt mod eo tremenet ar filmañ 'ba Plabenneg? Selaouit an abadenn savet gant Erwan Blanchard.

selaou

Trouz er gêr. Gouez? Lanneier Menez Are, alato?

Gouez? Lanneier Menez Are, alato?

Heñchet 'vimp 'barzh ekomirdi Kommanna gant Annaelle le Pan.
Ganti e welimp penaos eo bet implijet al lanneier a-hed ar c'hantvedoù, ar vevliesseurted a gaver enno,
ur vro a seblant bezan divuhez ha padal n'eo ket, bet labouret gant an dud a veve eno
Ur vro hag a zo liammet hiziv an deiz c'hoazh gant idantelezh Breizh.

selaou